keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Doareoù nevez da stourm evit al leveoù : gant aksionoù resis@@@ gant Clotilde Grandjean, skolaerez hag ezel ar sindikad Sud Education, deus mikro Tunvezh Gwlagen. selaouit ar pennad-kaoz @@@Peseurt aodoù e Europa a vo beuzet e 2 100?@@@ gant Nicolas Loncle, karget a gefridi Natura 2000, deus mikro Erwan Blañchard. selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Boikotiñ Deliveroo adalek devezh Sant Valentin : malgontant eo ar sammourien war velo da vezañ paet ken fall. Reform al leveoù : emgav e Matignon gant ar sindikadoù da lakaat ar gaoz war ziaesterioù ar micherioù. Daou gannad ar Republik o Vale a lak war wel n'eo ket kempouezh ar raktres lezenn a fed argant. Eil-dier : laosket eo bet stourmerezh Dispac'h da vont didamal gant lez-varn an Oriant. 242 den marv a zo bet dec'h dre gaoz d'ar c'horonavirus.