keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Sizhunvezh ar c'hounar a zo dalc'het dec'h c'hoazh e straedoù Liban@@@ gant Youen Bris, studier war ar skiantoù politikel e staj e Beyrouth. Emañ deus mikro Neven Penneg. selaouit ar pennad-kaoz @@@Gall a ra an tier forn chom digor 7/7, hervez diviz lez-velestradurel Roazhon@@@ gant Philippe Gwegen, e penn ar stal "Pains et Kouign" e Kemper. Emañ deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Ar 6vet devezh harz-labour etremicherel a vo hiriv enep ar raktres lezenn war al leveioù. Digoret vo 10 kamp nevez da zegemer divroidi e bro C'hres. Kreskiñ a ra an niver a gunujennoù enep ar maouezed e Frañs, hervez an ONDRP. Ur ragenklask justis a zo bet digoret war sujed Segolene Royal, da geñver he dispignoù evel ambasadourez ar poloù. 350 000 karr-tan n'int ket aet da dremen o c'hontrol teknikel er bloavezh 2019.