keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Kudennoù tredan e Kreiz Breizh@@@ gant Alan gKloareg, prezidant Radio Kreiz Breizh, deus mikro Tugdual Karluer selaouit ar pennad-kaoz @@@Ar Breizh Amerika Collective a oa er festival Yaouank@@@ gant Colm O'Riain, soner deus ar Stadoù-Unanet, deus mikro Neven Penneg hag Enora Molak selaouit ar ennad-kaoz @@@Echu eo gant istor AS Dirinonn e Kib bro C'hall foball@@@ gant Ael ha Klaod Kerdraon ha Maina Gars deus mikro Erwan Blañchard selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezan kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Muzulioù ar gouarnamant goude ar Grenelle da zifenn ar maouezed gwallgaset, n'int ket evit dinec'hiñ ar c'hevredigezhioù Hiriv, evel dec'h, e vez eskemmet etre gouarnamant hag aozadurioù sindikel war sujed al leve, ur sizhunvezh a-raok al lsukad sokial braz raktreset a-benn ar 5 a viz Kerzu Ur sinadeg europad da herzel gant implij ar pestisidoù a zo bet lañset dec'h gant 90 kevredigezh o tont deus 17 bro Europad Glav 'ra ! 60% muioc'h a c'hlav a zo bet e Brest en diskar-mazer-mañ eget ar geidenn