keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Dalc'het mat o deus ar gwiniegoù amzer domm gorr an hañv e traonienn ar stêr Rhone@@@ gant Trifin Gwlagen-Grandjean, implijadez ar stal produin gwin Chapoutier, e Tain-Lhermitage, deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean selaouit ar pennad-kaoz @@@50 bloavezh stourm evit ar brezhoneg gant Skol an Emsav@@@ gant Lukian Kergoat, unan deus ar re gentañ bet o kemer perzh er skol, deus mikro Tomaz Laken e Radio Kreiz Breizh selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Bro Iwerzhon an Hanternoz gant daou harz evit pevar bloaz. Graet zo bet e "ginnig diwezhañ" gant Boris Johnson da Gomision Europa evit ar Brexit Mil doare da glask tro d'an difenn da zigeriñ da sul gant ar gourmarc'hadoù. Ur prosez a vo hiriv e lez-varn ensav meur kêr Angers Diester el labour : dec'h voe ar bolisierien er straedoù, hiriv vo rentet enor da ur gelennerez kentañ derez bet en em zistrujet ur sizhunvezh 'zo.