keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Dilennadegoù Europa : ar Parlamant Europad #1@@@ ur pennad savet gant Erwan Blañchard selaouit ar pennad-kaoz @@@Degemeret fall vez ar repuidi gant prefeti Penn-ar-Bed@@@ gant Marian Du deus Lig Gwirioù Bugel-Den (LDH) Konk-Kemperle, deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean selaouit ar pennad-kaoz @@@Nac'het zo bet gant Blanquer rediañ ar c'humunioù da reiñ argant da zDiwan@@@ gant Stephanie Stoll, prezidantez Diwan, deus mikro Erwan Blañchard selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Votiñ a ra ar Vreizh-veuriz evit Parlamant Europa hiriv, goude m'he deus Theresa May c'hwitet da gendrec'hiñ he deputeed ur wezh c'hoazh dec'h Kenderc'hel a ra implijidi Ascoval da vezañ splujet en anken Hiriv zo un devezh harz-labour evit micherourien ar magourioù, an hospitalioù, an tailhoù pe c'hoazh an tier-post Dec'h voe kelennerien al liseoù labourerezh-douar prevez o kentelliañ ar Ministr dirak DRAF Roazhon Anavezet zo bet ar stad a wall-reuz evit produerien artichaod bro Leon ha bro Dreger vihan