keleier 8e30 vintin

Radio Breizh

keleier 8e30 vintin

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Diskoachet eo bet skritell ar Redadeg 2020@@@ gant Matthieu Gwern, grafour ar skritell, deus mikro Erwan Blañchard selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Mervel a ra ur bugel bep 5 devezh dindan taolioù e re Kinnigoù Emmanuel Makron evit respont da zigresk ar bevlieseurted Tennet vo e c'halloud digant ar CNPN, hag a daol evezh ma ne vez ket distrujet endro buhez ar spesadoù gwarezet Laosket zo bet da vont tri guperer barvek (Gypaetus barbatus), spesad en danjer da vont diwar wel, dec'h, e bro Sevenn Gall a raio Carles Puigdemont en em ginnig en dilennadegoù europad fin ar gont Evezh melen a zo bet lakaet gant an ti Meteo Frans war zepartamantoù Penn-ar-Bed hag ar Morbihan a-benn an noz