Keleier 8:45

Radio Breizh

Keleier 8:45

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Piv evit adkemer Doux ?@@@ Digwener oa daet niverus implijidi ha produerion yer stag doh Doux da vanifestiñ dirak lez-varn Kemper e lec'h e oa studiet an 2 ginnig a zo àr ar stern evit prenañ en-dro an embregerezh. Ar CGT 'neus graet e zibab etre an 2. Sklaer eo evit Gilbert Gleonec, kinnig ar "c'hoñsortium" Sofiproteol 'zo kalz gwelloc'h. Selaouamp dohtoñ doh mikro AG. Amañ @@@Diane Soubigou : Rouanez Kerne.@@@ Diane Soubigou, ezel kelc'h keltiek Plougastell Daoulaz, oa bet anvet "rouanez Kerne" disul, e fin an devezh 'ba Kemper. Disadorn doa keunniget he doser dirak juri Gouelioù-meur Kerne. Un teuliad diàar benn ar vroderezh e Bro ar sivi ; un arz bet desket dezhi get he div vamm-gozh. Anne-Marie Soubigou, unan anezhe just 'walc'h, a zispleg deomp pegen don eo an hengoun-se 'barzh ar familh. Doh mikro Anne Gouerou