Keleier 8:45

Radio Breizh

Keleier 8:45

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Pardon braz Santez Anna Gwened oa dec'h.@@@ Ugent mil a dud deus n'um vodet evit an overenn-bred daoust d'an heol ha d'an tuemmder. Kaset oa an overenn get an arc'heskob Milandou daet a Vrazaville er C'hongo. Da nav eur da vitin e oa un overenn e brezhoneg èl bep blez. E-mesk ar berhinderion e oa Jean-Jacques ar Floc'h @@@'Benn disadorn ha disul 'vo gouel er Fouilhez er maneioù Are.@@@ Fest-noz disadorn hag a-bep seurt disul, konkourioù ha c'hoazh. Un dra dibar er gouel-mañ, dieub eo ar priz evit an holl draoù, koulz ar fest-noz, ar pred hag ar c'hoñsert, da bep hini da reiñ pezh a gar, get ma vo fin a-walc'h ur sort. Angelina Beauvir a gemer perzh en aozañ, muioc'h a ditour geti. Doh mikro Tudual Karluer