keleier 5:30

Radio Breizh

keleier 5:30

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Brudiñ ar postoù-labour krouet er vro.@@@ Setu ar pezh faot d'ar gevredigezh Produet e Breizh gober. Estroc'h evit adlerc'hiañ ar produadur neuze met adlerc'hiañ an implij iwez. Hiziv e oa savet ketañ emgavioù an implij get Produet e Breizh hag Interpole en Oriant. Bodet eo bet an antreprizioù ezel deus afer tuta tud. Ouzhpenn hanterkant post-labour oa keunniget hiziv get seitek embregerezh. Tro dro 600 kant a gandidaded oa gortozet. Malo Bouessel du Bourg, renour Produet e Breizh a zispleg deomp hiroc'h. Amañ @@@Waet eo Chanig ar Gall gete.@@@ Ar re o deus bevet lañs kentañ an abadennoù brezhoneg en tele o deus dalc'het soñj marse a vouezh ha dremm Chanig ar Gall a ginnige an abadenn « Breiz o veva». Fañch Broudic a zigas e c'hourc'hemennoù d'e vignonez, he doa un anaoudegezh don a al lennegezh ha barzhoniezh ag ar vro. Selaouit