keleier 5:30 noz

Radio Breizh

keleier 5:30 noz

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@« Demokratelezh en arvar : ar c'henskoazell pe an diskar ».@@@ Diàr-benn an tem-mañ oa bet lakaet ar gaoz disadorn en arbenn a devezh eskemm skol uhel Silieg. Tost kant hanterkant a dud oa daet da brederiañ àr an danvez-mañ ha da selaou doh tud a bep seurtèl Hervé Kempf, Roger Lenglet, Patrick Saultier pe Christine Bertho. Muriel Morvan perzh en aozadur a lâra deomp hiroc'h @@@"Talents en scène" ha kentañ emgavioù "Embregerezhioù & sevenadur". @@@ Ar Festival Kerne ha Kambr konwerzh ha industriezh Kemper-Kerne a ginnige digwener un nozvezh get preder ha plijadur. Da gentañ oa aozet kentañ emgavioù "Embregerezhioù ha sevenadur" dàar-benn ar sponsoring hag ar mesenerezh ha goude oa ur sonadeg anvet "Talents en scène", get arzourion yaouank àr ar leurenn. Daniel Guevel, rener kreizenn "Amzer Nevez" staliet e Plañvour, 'neus kemeret perzh en daou zarvoud. Displeget 'n eus perak da Anne Gouerou