Keleier 5eur30 noz

Radio Breizh

Keleier 5eur30 noz

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Piv a chom war ar renk evit an dilennadegoù prezidant ?@@@ N'emañ ket ken Jean-Pierre Chevènement war ar reñk evit an dilennadegoù prezidant. Piv a chom 'ta war ar reñk evit an dilennadegoù prezidant ? Hervez an Ajañs France Presse 'vo tapet ar 500 sinadur 'zo ezhomm da gaout gant ar maerioù gant Jean-Luc Mélanchon eus ar Front de Gauche, gant Eva Joly deus Europa Ekologiezh, gant François Hollande deus ar PS, gant François Bayrou deus ar Modem ha gant Nicolas Sarkozy ma lak eñ e anv evit bezañ kabaler an UMP evel just. Mank a ra kalz a sinadurioù c'hoazh gant Marine Le Pen evit an FN. Evit ar re all, da lâret eo, Jacques Cheminade evit ar strollad Solidarité et Progrès, Nathalie Arthaud evit LO, Philippe Poutou evit an NPA, Christine Boutin evit ar Parti Chrétien Démocrate, Corinne Le Page evit Cap 21, Hervé Morin evit Le Nouveau Centre, Dominique de Villepin, evit ar Répubique Solidaire, Philippe Nihous evit Chasse Pêche Tradition, Nicolas Dupont-Aignan evit Debout la République ha Carl Lang evit Union de la Droite Nationale, evit tout ar re-se n'eo ket graet an traoù. Bez o deus betek ar 16 c'hwezek a viz Meurzh evit tapout ar 500 sinadur. An 19 a viz Meurzh 'vo embannet roll ofisiel ar gabalerien 'ta. @@@An UDB a souten Eva Joly@@@ E miz Du paseet oa bet divizet gant izili an UDB e Breizh souten ar gabalerez Eva Joly. Selaouamp Herry ar Borgn, stourmer an UDB e bro an Oriant, deus mikro Yaëlle Le Mouel. Amañ @@@117 rener eus al liseoù e Breizh bodet e Brest@@@ Ur c'hard eus budjed ar rannvro 'vez gouestlet d'al liseoù evit o mont-en-dro. Deuet oa hiziv 'ba Brest Jean-Yves an Drian, prezidant Rannvro Breizh, da ginnig da renerien al liseoù peseurt politikerezh 'vo kaset da benn gant Breizh e 2012. E-touez ar 117 rener 'oa 'ba lise Dupuy-de-Lome, 'oa Padrig Herve 'zo e penn lise Chaptal 'ba Kemper.