keleier 5:30

Radio Breizh

keleier 5:30

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Hiziv emañ François Hollande e Brest.@@@ Gortozet oa kabaler ar PS. Degemeret eo bet àr blasenn ar frankiz get kant bennak a implijidi ag ar Sobrena zo en diasamanted hag get tud ar c'holektif Gaspare a ya enep ar raktres sevel un uzin d'ober tredan get gaz e Breizh. Selaouamp doh reportaj Anne Gouerou @@@Ar wenanerion enep ar steuñv ecophyto 2018.@@@ Ar mitin-mañ oa bodet un ugent bennak a wenannerion a-vecher daet a Vreizh a-bezh da dachenn bleustriñ kambr ar labour douar e Begnen e-tal Logunec'h. Faotiñ a ra dezhe lakaat o mouezh da vout klevet fed ag ar live a louzoù vez strewet àr ar parkeier. José Nadan, prezidant sindikad gwenanerion Breizh a zispleg deomp hiroc'h. Amañ @@@Karaez : souten Bertrand Grimault ha Yann Manac'h.@@@ Disadorn 'oa manifestadeg e Karaez evit souten Bertrand Grimault ha Yann Manac'h, daou zen tamallet dezhe bout lakaet tan e dor isprefeti Kastellin, e-korv ur vanifestadeg evit diwhenn ospital Karaez e 2008. E miz genver 'oant bet advarnet ha goulennet pevar mizvezh toull-bac'h sec'h evit Bertrand Grimault, ha c'hwec'h mizvezh toull get goursez ha pemp mil euro a daol-kastiz evit Yann Manac'h. 'Benn an 16 a viz c'hwevrer 'vo ar varnedigezh. Tri c'hant a dud 'oa en em vodet disadorn 'ta. Bertrand Grimault a lâr deomp eo ur blijadur gwelet kement a dud. Doh mikro Tudual Karluer @@@Gwenael Oillo eo brezhoneger ar blez.@@@ Gwenael Oillo 'zo bet anvet "brezhoneger ar blez" get F3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg digwener e Roazhon. E mirdi ar maezioù-frank oa enrollet abadenn ar "Prizioù 2012" ha dec'h oa skignet àr Frañs 3. Priziet eo bet ivez ar skrivagner Yann Bijer, ar ganerez Lleuwenn Stefan, ar realizatourien Mai Lincoln hag Erwan Kermarrec, ar gevredigezh "Babigoù Breizh", ti-kêr Karaez hag an embregerezh "Askorn Medical". Met damp da ouiet hiroc'h diàr-benn Gwenael Oilo, an den yaouank 'neus krouet ar lec'hienn "Ur bed e brezhoneg" hag a oa den pennañ an abadenn neuze. Souezhet bras oa é tegemer ar priz.Gwenael Oillo: brezhoneger ar blez doh mikro Anne Gouerou