Keleier 5:30

Radio Breizh

Keleier 5:30

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Statudoù ofisiel Emglev bro Karaez e brezhoneg !@@@ Daet eo niverenn 4 Lizher emglev bro Karaez er-maez. Ur Lizher da reiñ doereoù àr bro Karaez e brezhoneg tout. Hag ennañ zo embannet un dra heverk : degemeret eo bet statudoù ar gevredigezh e brezhoneg get ar prefeti, evit ar c'hentañ gwezh, hervez skipailhad Al Lizher. Fulub Kere a lâr deomp pelloc'h. Doh mikro Tugdual Karluer. Amañ @@@'benn ur sihuniad e krogay koñkour Kan ar bobl.@@@ Disadorn paset e Pondi oa bodet an dud a-volontez vad, peurbrest anezhe da-geñver an tolpadoù-bro. A-bep seurt rummadoù vo èl bep blez : kan a-boz, kan da zañsal, strolladoù kontadennoù, ha skolioù. Sonet ha lâret kaer e vo e brezhoneg hag e gallo. E Pondi e vo an dolpadenn zewezhañ 'benn ar c'hetañ a viz Imbril. Eno vo gortozet tro dro pemp kant a dud àr ar leurennoù ha mil a dud er salioù. Kristian Rivoalen, prezidant ar C'han ar Bobl a lâr deomp petra 'vo a nevez ar blez-mañ. An atersenn get Yaëlle ar Mouel @@@Rederien ar vro 'ba Kemper 'vit kampionad Breizh Cross.@@@ 'Benn disul, da unnek eur 'vo roet lañs da gampionad Breizh Cross-Country. War droiad ar C'hornigel 'ba Kemper c'haloupo war dro mil reder: paotred, merc'hed, eus ar rummad minimes betek ar re veterans. Kampionad Breizh 'zo un dra bennak 'vit sportourien ar vro. Ur mod d'en em diskouezh en-dro goude ar c'hampionadoù departamant 'oa pempzektez 'zo. Selaouomp Yoran Fedvay, ezel eus klub Leon-Treger Penn-ar-Bed 'zo 'ba Montroulez. Gant Erwan Blanchard. Ar pennad kaoz