Keleier 5:30 noz

Radio Breizh

Keleier 5:30 noz

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Pierre Menez ha stad ar cahse 'ba Breizh@@@ Kazi 60 000 a chaseourien zo e Breizh pevar departamant. A-vloaz da vloaz ne vez ket ingal ar chase er vro. Diouzh an amzer 'vez kavet nebeutoc'h a ouennoù loened zo. ///Pierre Menez/// eo prezidant ar c'hevredad chaseal e Penn ar Bed. Goûlet 'meump gantañ petra eo stad ar chase e Breizh evit ar bloaz. Gant ///Tudual Karluer./// @@@8000 euro 'vit skoazell ur peizant bio yaouank@@@ Roet eo ar priz Aldica, gant Kef al labour-douar, da ///gKevin Pochard/// hag e dad Daniel. Ur priz a 8000 euro, un amprest 0%, 'vit ma c'hallfe al labourer douar yaouank eus Treouergad kenderc'hel gant gwelaat e labour war an atant: da laret eo ober yaourt gant laezh produet war blas. Podoù yaourt gwerzhet dindan anv ///Yaourt eus Ker ar Beleg/// lec'h m'emañ staliet Kevin. Displegadennoù ouzh mikro ///Erwan Blanchard./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Muioc'h mui 'vez aozet ar vakañsoù gant internet@@@ Internet eo ar benveg kentañ implijet gant an dud evit prientiñ o vakañsoù : an tri-c'hard eus an dud a lak ur sell war ar genrouedad, da geñtañ tout. Tost un hanter eus ar beajoù 'zo miret dre internet. Hag 20% a implij ivez ar bellgomzerioù e zoug nevez, iphone pe smartphone. Setu perak 'neus divizet ar CCI Kemper Kerne 'sames gant an ajañs diorren eus Bro Gerne aozañ prezegennoù ha stalioù-labour war an e-touristelezh evit an dud a-vicher. Muioc'h a displegadennoù gant ///Marc Andro,/// eil prezidant an ajañs diorenn. Deus mikro ///Anne Gouerou./// Selaouit ar pennad-kaoz