Keleier 5:30

Radio Breizh

Keleier 5:30

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Trede abadenn dilennadegoù kêr 'ba Lopre abaoe 2008!@@@ 'Benn disul kentañ 'vo votet 'ba Lopre en-dro. ///Loprevalaer///, ur barrez vihan 'zo kostez Plabenneg. An eil gwech abaoe 2008 'oa votadegoù da glotaat gant an niver a guzulierien 'zo ret kaout 'vit gellout mont en-dro. Disul paseeet 'zo tri danvez kuzulier eus tu ///Eric Rivoallen/// 'zo aet e-barzh ha giz se disammet ar maer yaouank. Gant ///Erwan Blanchard./// Selaouit @@@Tremargad a lar ya da Enercoop!@@@ ///Tremargad,/// 'kichen Rostrenn e kreiz Breizh, ha war-dro da 170 a dud o chom enni, eo ar barrouz kentañ e Breizh oc'h ober he soñj da zihan da labourat gant EDF. Adal bemañ 'vo prenet tredan digant Enercoop evit an ezhommoù en tiez ar gumun, evel an ti-kêr, pe sal ar gouelioù. War ar bloavezh e teuy war-dro da 500 ¬ keroc'h d'ar gumun evit na oa betek-hen gant an EDF. ///Marie No ha Job Jegou/// zo o chom e Tremargad, lâret 'reont o soñj deomp war ar cheñchamant-mañ. Gant ///Tudual Karluer./// Selaouit @@@A-hed ar bloaz vo savet 40 vloaz ar gevredigezh Dastum.@@@ Disadorn oa savet un devezh tro dro d'ar glad. Deuet oa Eva Guillorel da gomz deus he enklsakoù a-zivout ar liammoù etre ar sonennoù hag istor ar vro. An digarez oa iwez evit skipailhad Dastum da igoriñ ul lec'h selaou ouzhpenn, staliet e ti arzoù Baod, ur savadur nevez flamm lec'h m'emañ skol sonerezh an tolpad kêrioù. ///Loeiz ar Braz/// oa deuet iwez da reiñ e desteni. Ur pennad-kaoz gant ///Yaëlle ar Mouel./// Selaouit