keleier 5:30

Radio Breizh

keleier 5:30

Gouzout muioc'h diwar-benn

E fin ar bloaz-mañ 'vo ur sinema multiplex 'ba Kemper, gant 10 sal 'barzh. Met raktresoù all 'zo war ar stern 'bar vro. Dreist holl er vro-Vigoudenn e lec'h ez eus div gumunn lec'h 'zo raktreset sevel ur sinema. Evit Daniel Hascoët, 'zo eil-maer e ti-kêr Ploneour Lanvern, 'vefe kontant 'vel just, tud Ploneour da gaout ur sine tal kichen o zi. Deus mikro Anne Gouerou. Selaouit ar pennad-kaoz Krog eo ar varaerien gant fardañ gwastili 'vit gouel ar rouaned 'vo 'benn disul kentañ. Ur mare a-bouezh lec'h ma 'vez degaset labour d'an artizaned 'vel ma 'neus displeget Maella Kabon a labour 'ba Ti Bara ar Borgn 'ba Gwiseni. Gant Erwan Blanchard. Selaouit ar pennad-kaoz