Keleier 5 eur 30

Radio Breizh

Keleier 5 eur 30

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Muzulioù nevez war an hent@@@ Muioc'h 'vo diwallet gant ar servijoù surentez war an hentoù. Ha dreist-holl 'vo kastizet muioc'h. Adal warc'hoazh 'vo lakaet muzulioù nevez e pleustr evit a sell ar felladennoù war an hentoù. Hiroc'h vo lâret deoc'h gant Tudual Karluer. @@@Espern war an tredan e Breizh@@@ An « triskell elektrik evit Breizh » en deus tri zroad. Da gentañ, sevel ur greizenn evit gwareziñ ar vro deus ur gwall-troc'h-tredan ; d'an eil, diorenn an energiezhioù padus, en o zouez an tourioù-avel hag an energiezhioù-mor ; ha, trede troad, diskenn al lonkerezh tredan. Aze, ar pal 'zo da zegreskiñ ar gresk hepken. Deus mui 2,6%' bep bloaz er mare-mañ betek mui 1% bep bloaz adaleg 2015. Hag amañ 'mañ an dalc'h gant an enebourien ezel deus ar gevredigezh Gaspare. Goulenn a reont 'ma 'vefe graet muioc'h a strivoù deus an tu-se. Hag ar re 'zo o vanifestiñ ? Doust hag-eñ e reont strivoù, int ivez, war o lonkerezh tredan ? Selaouit respontoù meur a hini a oa o vanifestiñ 'ba Brieg e fin ar bloaz tremenet. André Kerdrañvat 'zo an hini gentañ