Keleier 5:30

Radio Breizh

Keleier 5:30

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Lakaat an TVA war al levrioù da greskiñ@@@ Setu an eus divizoù gouarnamant Bro-C'hall evit kavout arc'hant da gempouezhañ ar c'hontoù ar Stad. Dibabet 'zo kreskiñ an TVA 'zo dastumet diwar briz al levrioù: eus 5,5% da 7%. Un taol fall eo evit ar re labour 'vit embann ha gwerzhañ levrioù hervez ///Paolig Kombod/// 'zo prezidant an ti embann 'zo staliet 'ba Montroulez: Skol Vreiz. Gant ///Erwan Blanchard./// Selaouit an itv @@@Britto war internet@@@ Aboae mare "Ar seizh Breur" er bloavezhioù ugent ha tregont, den e Breizh 'noa labouret war an doare da dresañ al lizherennoù. Den, estreget Fañch an Henaff, en doa krouet - e kreiz ar bloavezhioù dek ha pevar ugent - ur skritur nevez, anvet ar "Brito". Ar soñj 'oa evitañ, e-giz e Bro Euskadi, liammañ ar skritur-se deus identelezh Breizh. War internet 'mañ ar Brito abaoe fin ar bloaz.  Degas a ra ///Fañch an Henaff/// displegadennoù war e grouadenn. Deus mikro ///Anne Gouerou./// Selaouit ar pennad-kaoz