Keleier 5 eur 30

Radio Breizh

Keleier 5 eur 30

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Peñse al lestr TK-Bremen@@@ @@@War ziorenn e ya Porzh Brest@@@ 134 million ¬ 'vo postet evit diorren Porzh Brest etre 2013 ha 2015. Donaet 'vo ar porzh koñwerz hag e memes koulz 'vo ledanaat ar polder - da lâret eo an douaroù gounezet war ar mor - evit degemer ar pol greanterezh nevez, hini energiezhioù ar mor. Selaouit an dilennidi rannvro, a-unvan evit ar raktres-se @@@Brieg : manifestadeg a-enep an usin evit produiñ tredan gant gaz@@@ 300 den 'zo bet gwelet er straedoù, 'pezh 'zo dic'hortoz, dreist holl evit ur galv lañset ur sizhun 'zo hepken. Familhoù gant bugale oa, ha tud kozhoc'h ivez. En o zouez, Youen Morvan, deus An Edern. Selaouit anezhañ