Radio Breizh

Gouzout muioc'h diwar-benn

@@@Ur stummadur nevez vo keunniget get Kelenn 'benn ar blez-mañ-za e Kemper.@@@ Mestroniañ brezhoneg èl yezh kelenn dre ur master anvet « kelenn divyezhek dre soubidigezh Brezhoneg-Galleg » eo. Ur c'heloù interesant a-walc'h evit ar sudierion a faotehe dezhe mont da vout skolaer e ti-Diwan. Betag bremañ e oa ret dezhe heuliañ ur Master « studioù european ha brezhoneg », ar pezh ne glote ket penn da benn get ar labour a benn ar fin. Bet eo Tangi Merien e taremprediñ get Eliane Kerjouan, e karg ag ar bedagogiezh e 1añ derez Diwan evit kompren gwelloc'h an danvez stummadur nevez-se. @@@Tri mil mirdi digor d'an holl, 'benn disadorn en Europa a-bezh.@@@ Evit nitra 'vo an antre pep lec'h evit gwelet an diskwezadegoù betag kreiznoz hag lies-mat e 'vo keunniget abadennoù a bep seurt a lako pezhioù ar mirdioù da lugernein. Mirdi an arzoù-kaer 'ba Kemper a gemero perzh e Nozvezh ar mirdioù-se sur-walc'h. Eno oa bet digoret nevez 'zo un diskwezadeg ag ar c'haerañ, anvet "A William Turner betag Monet". Annaig Loisel, ambrougerez, a zispleg deomp ar cheñchamentoù 'neus degaset William Turner d'ar peñtur. Doh mikro Anne Gouerou. @@@Sevel ul liamm etre ar brezhoneg hag ar beajoù.@@@ Setu pal ur gevredigezh 'zo bet krouet nevez 'zo 'ba Bro-Leon: "A-denn askell" he anv. 'Benn disadorn kentañ 'vo kinniget ar gevredigezh 'ba Brest, 'ba ti SKED da 11 eur. Un nebeut displegadennoù diàr-benn "A-denn askell" get unan ag ar grouerien, Gwendoline Jezekel, ur plac'h yaouank leun a nerzh. Doh mikro Erwan Blanchard. http://www.a-denn-askell.org/